La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 19:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag he vestr a lavaraz dezhan: Servicher fall, dre da gomzou da‐unan eo e varnin ac’hanoud; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet;

Ver Capítulo



Sant Lucas 19:22
8 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.


Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.


rak aon am eus bet dirazout, dre ma’z out un den garv, e kemerez e-lec’h na’c’h eus lakaet netra hag e vedez e-lec’h na’c’h eus ket hadet.


Perak eta ne’c’h eus ket lakaet va arc’hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c’hampi?


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.