Sant Lucas 18:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c’homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ne gomprenjont netra a gement‐se; ar c’homzou‐ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe. |
ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c’hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.