Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
Sant Lucas 18:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a lavaraz: Miret em euz kement‐se holl adaleg va yaouankiz. |
Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.