Sant Lucas 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas: Bez’ e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n’en doa resped ebet evit den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e‐bed evit den. |
An hentoù a zo didud, n'eus ket ken a veajourien, torret en deus an emglev, disprizet en deus ar c'hêrioù, ne ra van ebet eus an dud.
Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.
E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den,
Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p’en gwelint, e toujint anezhañ.
A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?