Sant Lucas 18:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n’eo mat, nemet Doue hepken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Perag e c’halvez‐te ac’hanoun mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. |
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!
Unan eus ar pennoù a c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,
pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.