hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Sant Lucas 18:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. |
hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d’ar re a zo heñvel outo.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Jezuz, o c’hervel anezho d’e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.
c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,