Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
Sant Lucas 17:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c’has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En deizze, an neb a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl ebarz an ti, diwallo da zisken evit ho c’has ganthan; hag er memeus doare, an neb a vezo er meziou, diwallo da zistrei var he c’hiz. |
Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
Ha te, hag e klaskfes evidout traoù bras? Na glask ket anezho, rak setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont war bep kig, eme an AOTROU. Met da vuhez a roin dit evel preizh, en holl lec'hioù ma'z i.
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?
Neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro.