An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.
Sant Lucas 17:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl. |
An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.
Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al liñvadenn.
va c'halon a zo trubuilhet, ar spont a grog ennon, noz va flijadurioù a zo troet e noz a spouron.
Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.
Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled Doue en neñv.
Kement-se a erruas c’hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez,
Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.