gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.
Sant Lucas 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac’hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez. |
gant aon na douellfen er fonnusted ha na lavarfen: Piv eo an AOTROU? Ha gant aon na laerfen er baourentez ha na gemerfen anv va Doue en aner.
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen.
Hag e c’halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d’ar c’hentañ: Pegement a dleez da’m mestr?
Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.