Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.
Sant Lucas 15:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. |
Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien.
Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.