Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemañ a hastas e fichañ.
Sant Lucas 15:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ, debromp hag en em laouenaomp, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha lazit anezhan; ha debromp hag en em rejouissomp; |
Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemañ a hastas e fichañ.
AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.
Ar vaouez he doa ul leue lart en he zi. Hastañ a reas e lazhañ, hag e kemeras bleud, en meras hag e poazhas bara hep goell dioutañ.