Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,
Sant Lucas 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n’on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag he vab a lavaraz dezhan: Va zad, pec’het em euz a‐enep an env hag a‐enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab. |
Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,
Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.
evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.
Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.
Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
Evel-se, o pec’hiñ a-enep ar vreudeur hag o c’hloazañ o c’houstiañs dinerzh, e pec’hit a-enep Krist.