Sant Lucas 14:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak piv ac’hanoc’h, mar en deus c’hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d’ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d’e echuiñ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur‐ober anezhan? |
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
gant aon, mar laka an diazez ha na c’hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d’ober goap anezhañ,
Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.