Sant Lucas 14:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze ar servicher a lavaraz dezhan: Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas. |
Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.
Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d’e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d’e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm hag ar re dall.
Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.