Sant Lucas 12:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c’hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mestr ar servicher‐ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel. |
An AOTROU a furch an hini reizh, met e ene a gasa an hini drouk hag an hini a gar an taerder.
Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc'henno an douar.
hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,
Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.