Sant Lucas 12:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a raio anezhan da c’houarn kement hen deuz. |
E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,
aliañ a ran ac’hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.