Sant Lucas 12:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gouzoud a rit ervad penaos ma c’houvezfe ar pen‐tiegez da bed heur e tle al laer dond, e choumfe da veilla ha na lezfe ket toulla he di. |
Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.