Sant Lucas 12:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bezit evel tud a c’hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor. |
Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.