Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Sant Lucas 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d’an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes an hini hen devezo gwallgomzet a‐enep ar Spered‐Santel, na vezo ket pardonet dezhan. |
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
Mar gwel unan bennak e vreur o pec’hiñ eus ur pec’hed na gas ket d’ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d’ar re na reont ket ur pec’hed a gas d’ar marv. Bez’ ez eus ur pec’hed a gas d’ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec’hed-se.