Sant Lucas 11:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c’hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac’h eus sunet! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa o lavaret an traou‐ze, eur plac’h euz a‐greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan: Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou‐vron ho deuz da vaget! |
An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.
abalamour m’en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ.
rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget!