hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.
Sant Lucas 11:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ez a, hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan, hag ec’h antreont, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. |
hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc’h eus e c’hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc’h egedoc’h.
Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c’hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac’h eus sunet!
Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac’haet out bet, na bec’h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc’h.
Mar gwel unan bennak e vreur o pec’hiñ eus ur pec’hed na gas ket d’ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d’ar re na reont ket ur pec’hed a gas d’ar marv. Bez’ ez eus ur pec’hed a gas d’ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec’hed-se.