Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.
Sant Lucas 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d-eus eno ur bugel a beoc’h, ho peoc’h a chomo warnañ, mar n’eus ket e tistroio deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar be eno eur bugel a beoc’h, ho peoc’h a choumo varnezhan; mar n’euz hini e‐bed, ho peoc’h a zistroio deoc’h. |
Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc’h evañ ar pezh a vo roet deoc’h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c’hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d’egile.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!
hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.
Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.