Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Sant Lucas 10:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu, e roan deoc’h ar galloud da vale var ar serpanted, var ar scorpioned, ha var holl nerz an enebour; ha netra na hello noazout deoc’h. |
Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Kerzhout a ri war al leon ha war an naer-wiber, mac'hañ a ri al leonig hag an aerouant.
Ar poupig a zen e vamm a c'hoario e-kichen toull an aspig, hag ar bugel dizonet a astenno e zorn e toull ar wiber.
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.
Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.
Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.