La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag‐se, deiz ar Varn, e vezo eassoc’h da Dir ha da Sidon eged deoc’h‐hu.

Ver Capítulo



Sant Lucas 10:14
10 Referencias Cruzadas  

Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.


Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.


Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


Ha mar mir al lezenn an hini n’eo ket amdroc’het dre natur, ha ne varno ket ac’hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc’h?