Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Sant Lucas 1:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evel m’en doa henn lavaret d’hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o kaout memor, hervez m’hen doa lavaret d’hon tadou, euz he drugarez e‐kenver Abraham hag he lignez da viken. |
Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Doue a lavaras: A-dra-sur, Sara da wreg a c'hano ur mab dit hag e c'hlavi anezhañ Izaak. Diazezañ a rin va emglev gantañ, un emglev peurbadus evit e lignez war e lerc'h.
Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.
Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.