Stagañ a rin da deod ouzh da staon, hag e vi mut, ha ne c'helli ket o repren, rak un ti disent ez int.
Sant Lucas 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met pa zeuas er-maez ne c’hellas ket komz outo, hag ec’h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa zeuaz er meaz, na helle ket komz outhe, hag ec’h anavezjont penaos hen doa bet eur vision en templ, rag rei a rea kement‐se da anaoud dezhe dre zin; hag e choumaz mud. |
Stagañ a rin da deod ouzh da staon, hag e vi mut, ha ne c'helli ket o repren, rak un ti disent ez int.
Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.
Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc’h ober sin gant e zorn, a fellas dezhañ en em zifenn dirak ar bobl.
P’en doe e aotreet d’ober, Paol en em zalc’has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d’ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c’hraet, e lavaras e yezh hebraek: