Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.
Leviegezh 24:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini en devo lazhet ul loen, a roio unan all, met an hini en devo lazhet un den, a vo lakaet d’ar marv. |
Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.
Mar digor un den ur puñs pe mar kleuz un den ur puñs ha na c'holo ket anezhañ, hag e kouezh ennañ un ejen pe un azen,
mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet,