Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.
Leviegezh 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo. |
Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.
Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Evel prof ar frouezh kentañ e c’hellot o c’hinnig d’an AOTROU, met ne vint ket lakaet da vogediñ war an aoter evel ur c’hwezh dudius.
Mar rez d’an AOTROU ur prof e donezon a frouezh kentañ, e kinnigi evel donezon a frouezh kentañ tañvouezennoù rostet en tan ha friket;
An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,