Leviegezh 13:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn gwenn-rous er gouli, war lodenn voal e benn pe e dal, heñvel ouzh al lorgnez war groc’hen ar c’horf, |
Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.
evit ma c’hellot diheñvelañ ar pezh a zo santel diouzh ar pezh a zo disakr, ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan,
ha ma vo, e lerc’h an danijenn, ur yoc’henn wenn pe un tarch gwenn-rous, gwelet e vo gant an aberzhour.
Mar d-eo war lodenn voal e benn pe e dal ur gouli gwenn-rous, eo al lorgnez o tispuilhañ e lodenn voal e benn pe e dal.
un den lovr eo, dic’hlan eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Emañ e c’houli en e benn.