Izaia a lavaras: Kemerit ur bern fiez. Hag e kemerjont hag e astennjont anezhañ war ar gouli, hag e voe yac'haet.
Leviegezh 13:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa en devo bet unan bennak war groc’hen e c’hig un danijenn a vo bet pareet, |
Izaia a lavaras: Kemerit ur bern fiez. Hag e kemerjont hag e astennjont anezhañ war ar gouli, hag e voe yac'haet.
Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn.
Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Dont a raio da vezañ poultr war holl vro Ejipt, hag e vo war an dud ha war al loened goulioù goret e breinadur en holl vro Ejipt.
Lavaret en doa Izaia: Ra vo kemeret ur bern fiez, da vezañ astennet evel ur palastr war ar gouli, hag e yac'haio.
An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar gouli deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio glan an hini en deus ar gouli; glan e vo.
ha ma vo, e lerc’h an danijenn, ur yoc’henn wenn pe un tarch gwenn-rous, gwelet e vo gant an aberzhour.
an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.