Leviegezh 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez a c’halvas Mishael hag Elzafan, mibien Uziel, eontr Aaron, hag a lavaras: Tostait, dougit ho preudeur a-zirak ar santual, er-maez eus ar c’hamp. |
Moizez a gemeras an deltenn, he savas er-maez eus ar c'hamp hag a c'halvas anezhi teltenn an engalv. Ar re holl a glaske an AOTROU a yae da deltenn an engalv a oa er-maez eus ar c'hamp.
Mibien Kehad: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel. Bloavezhioù buhez Kehad a voe kant tri bloaz ha tregont.
Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d’an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.