Koloseiz 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned d’ar sent ha d’ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ. |
Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:
Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:
Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
Ra vo kresket ar c’hras hag ar peoc’h ennoc’h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,