Klemmganoù 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Deuet omp da vezañ emzivaded hep tad, hag hor mammoù a zo evel intañvezed. |
va fulor en em dano hag ho lazhin dre ar c'hleze, ho kwragez a vo intañvezed hag ho pugale emzivaded.
Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.
Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,
Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.