an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,
Jozue 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak ec'h amdroc'has Jozue anezho: an holl bobl deuet er-maez eus an Ejipt, ar bared, an holl dud a vrezel, a oa marvet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt. |
an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,
Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec’h distro.
An amzer ma'z omp bet o kerzhout eus Kadesh-Barnea betek tremen froud Sered a zo bet eizh vloaz ha tregont, betek ma voe kuzumet holl rummad an dud a vrezel a-greiz ar c'hamp, evel m'en doa touet an AOTROU dezho.
Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.