Mibien Israel a yeas hag a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.
Jozue 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mibien Israel a reas ar pezh en doa gourc'hemennet Jozue. Kemer a rejont daouzek maen eus kreiz ar Jordan, evel m'en doa lavaret an AOTROU da Jozue, hervez niver meuriadoù mibien Israel, hag o c'hasjont ganto d'al lec'h ma tremenjont an noz, hag o lezjont eno. |
Mibien Israel a yeas hag a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da Aaron. Ober a rejont evel-se.
Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.
Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.