Jozue 20:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tec'ho da unan eus ar c'hêrioù-se, hag e chomo ouzh digor dor kêr evit disklêriañ e afer da henaourien ar gêr-se. Int a zegemero anezhañ e kêr, hag e roint dezhañ ul lec'h evit ma chomo ganto. |
Ebed-Melek, un Etiopad, spazhad e ti ar roue, a glevas o doa lakaet Jeremiaz er puñs. Ar roue a oa azezet ouzh dor Benjamin.
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.
evit ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh, hep rakpreder. Bez' e vint evidoc'h lec'hioù-repuiñ rak ar veñjer-gwad.