Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.
Joel 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad. |
Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.
Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.
Hag o flantin war o douar, ha ne vint ken displantet eus o douar am eus roet dezho, eme an AOTROU da Zoue.