Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.
Jeremiaz 51:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù. |
Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.
Pe evit kastizañ, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezañ trugarezus, o laka da zont.
Eñ eo a laka an aezhennoù da sevel eus penn an douar, a ra al luc'hed hag ar glav, a denn an avel eus e deñzorioù.
Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziñ. Lakaat a ra e avel da c'hwezhañ, hag e red an doureier.
Emañ Doue en he c'hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.
Lakaat a reas da sevel avel ar sav-heol en neñvoù, hag e tegasas dre e nerzh avel ar c'hreisteiz.
Moizez a astennas e wialenn war vro Ejipt, hag an AOTROU a zegasas un avel sav-heol e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Ar beure a zeuas, hag avel ar sav-heol en doa degaset ar c'hilheien-raden.
An AOTROU a zegasas un avel kuzh-heol gwall greñv a gasas kuit ar c'hilheien-raden hag o zaolas er Mor Ruz. Ne chomas ket ur c'hilhog-raden war holl zouar an Ejipt.
Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.
Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heñvel ouzh mouezh an Doue holl-c'halloudek pa gomz.
Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?
Met an AOTROU a lakaas un avel vras da sevel war ar mor, hag e voe ur gorventenn vras war vor, hag al lestr a oa war var da derriñ.
Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.