Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Jeremiaz 42:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, ma hoc'h eus va c'haset etrezek ennañ evit kinnig ho pedennoù dirazañ: |
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoù ec'h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.
hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.
Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.