La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 41:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Kerkent ha ma voent erruet e kreiz kêr, Ismael mab Netania gant an dud a oa gantañ a lazhas anezho, hag e taoljont anezho en ur puñs.

Ver Capítulo



Jeremiaz 41:7
11 Referencias Cruzadas  

Ha Pekak mab Remalia, e ofiser, a iriennas a-enep dezhañ hag a skoas warnañ e Samaria, e palez ti ar roue, gant Argob hag Arie, hag hanter-kant den gantañ a-douez mibien ar C'halaadiz. Evel-se e lazhas anezhañ hag e renas en e lec'h.


Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.


rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.


met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c'hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c'horf marv mac'het gant an treid.


O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.


He fennoù-bras en he c'hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad ha en ur goll eneoù evit gounidoù direizh.


skañv eo o zreid da skuilhañ ar gwad,