Jeremiaz 41:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.
Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.
Ismael a gasas gantañ evel prizonidi an holl nemorant eus ar bobl a oa e Mizpa, merc'hed ar roue hag an holl re a oa manet e Mizpa, hag en doa Nebuzaradan penn ar warded fiziet e Gedalia mab Ahikam. Ismael mab Netania o c'hasas gantañ evel prizonidi, hag ez eas kuit evit tremen etrezek mibien Ammon.