Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.
Jeremiaz 39:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-dra-sur e tieubin ac'hanout, ne gouezhi ket dre ar c'hleze, met da vuhez az po evel preizh, rak ec'h eus fiziet ennon, eme an AOTROU. |
Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.
En amzer an naonegezh e warezo ac'hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c'hleze.
Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,
rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.
Piv bennak a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, met an hini a zeuio er-maez hag en em rento d'ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, a vevo hag en devo e vuhez evel preizh.
Evel-henn e komz an AOTROU: An hini a chomo er gêr-mañ a varvo dre ar c'hleze, dre an naonegezh pe dre ar vosenn, an hini a yelo etrezek ar Galdeiz a vevo; e ene en devo evel preizh, hag e vevo.
Ar re holl o devo pec’het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec’het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn.
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.