Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
Jeremiaz 22:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec'h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz. |
Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
Ha bremañ em eus roet an holl vroioù-se da Nebukadnezar roue Babilon, va servijer, ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier evit e servijañ.
Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.