Respont a reas: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus ho kaset davedon:
Jeremiaz 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeremiaz a lavaras dezho: Evel-henn e lavarot da Sedesia: |
Respont a reas: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Lavarit d'an den en deus ho kaset davedon:
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue, ha n'en em izelaas ket dirak ar profed Jeremiaz, a gomze a-berzh genoù an AOTROU.
Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.
Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,