Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
Jeremiaz 19:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken anvet al lec'h-mañ: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg. |
Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
hag e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel-se e vruzunin ar bobl hag ar gêr-mañ, evel ma vez bruzunet lestr ur poder, na c'hell ken bezañ adaozet. Sebeliet e vint e Tofed, rak ne vo lec'h ebet ken evit o sebeliañ.
ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoù a lavarin dit.
hag e pigne an harz dre draonienn mab Hinnom war-zu kreisteiz Jebuz, a zo Jeruzalem, hag e pigne an harz betek lein ar menez a zo a-dal da draonienn Hinom ouzh ar c'huzh-heol hag e dibenn traonienn ar Refaim ouzh an hanternoz,