Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?
Jeremiaz 18:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ti Israel, ha ne c'hellin ket ober deoc'h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc'h em dorn, ti Israel. |
Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?
Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.
Al lestr a rae gant ar pri a zalc'he en e zorn a voe c'hwitet, hag e reas ul lestr all dioutañ, evel ma kave e oa mat dezhañ ober.
Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,
Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat?