Sant Ian 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas: N’en deus ket pec’het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz: N’eo ket ma hen defe he‐man pec’het, nag he dad nag he vam ken neubeud; mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vezo diskouezet oberou Doue enhan. |
E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n'o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job.
Ha goude m'en doe lavaret an AOTROU ar c'homzoù-se da Job, e lavaras an AOTROU da Elifaz eus Teman: Va fulor a zo entanet a-enep dit hag a-enep da zaou vignon, rak n'hoc'h eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d’egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d’o c’hastizañ, abalamour d’ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c’hoarvezet.
Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.