Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac’haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh.
Sant Ian 9:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e respontas: N’ouzon ket hag-eñ eo ur pec’her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz: Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her; gouzoud a ran eun dra; penaos e oann dall, hag e velan breman. |
Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac’haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh.
Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec’her.
Lavarout a rejont c’hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?
An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec’h ket a-belec’h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.