Eñ a c’houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.
Sant Ian 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He dad hag he vam a respontaz: Gouzoud a reomp ez eo hor mab, hag ez eo ganet dall; |
Eñ a c’houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas.
Hag e c’houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
met n’ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n’ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.