Hag ar strollad-mañ a veinataio anezho gant mein, hag o drailho a dammoù gant ar c'hleze; lazhañ a raint o mibien hag o merc'hed, hag e tevint o ziez dre an tan.
Sant Ian 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moizez el lezenn en deus gourc’hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud‐ze; ha te, petra a leverez‐te var gement‐se? |
Hag ar strollad-mañ a veinataio anezho gant mein, hag o drailho a dammoù gant ar c'hleze; lazhañ a raint o mibien hag o merc'hed, hag e tevint o ziez dre an tan.
Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.
Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c’hoantaas he c’has kuit e-kuzh.
Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N’on ket deuet evit diskar, met evit peurober.